Atlas de Bretagne : Géographie, culture, histoire, démographie, économie, territoires de vie des bretons = Atlas Breizh : Douaroniezh, sevenadur, istor, poblañs, tiriadoù buhez ar vretoned.
Hiziv an deiz o deus kemeret ar c'hartennoù ur plas bras-eston e-barzh buhez pemdez pep hini ac'hanomp. Kavet e vezont e pep lec'h ha, da heul an teknologiezhioù nevez, eus an Internet d'ar GPS, ez eomp ingal d'ober ganto. Koulskoude n'eo ket trawalc'h sellet pe ober gant ur gartenn evit kompren ar bed en-dro dimp. Kalz estroc'h eget un heuliad hentoù hag a gas eus an eil kêr d'eben a zo eus Breizh, en askont d'hec'h istor, d'he sevenadur pe d'he yezh na pa ve ken, koulz ha d'hec'h endro, ha pa vefe naturel pe stummet gant an dud. Kement-se holl a zo aet d'ober Breizh, da fesoniñ hor boazioù hag an doare ma'z a hon ekonomiezh en-dro. Pal Atlas Breizh eo reiñ d'al lennerien an alc'hwezioù evit kompren gwelloc'h douaroniezh, istor ha sevenadur ar vro hag al lec'hioù m'emañ ar Vreizhiz o vevañ enno. Kalz en tu-hont d'un dastumad kartennoù eo al levr-mañ, pa zegas ur sklêrijenn nevez war ar pezh a ya d'ober personelezh ar vro, un dra a-bouez evit an dibaboù a ray ar Vretoned evit kas anezhi war-raok.(Hervez an diverradur war gein al levr).