Diskouezadeg livadurioù Nan' - Anne Cadorel adalek an 9 a viz Genver betek an 11 a viz C'hwevrer 2012. Digorlid d'ar Sadorn 14 a viz Genver adal 11e e Yezhoù ha Sevenadur.
Evit klokaat diskouezadeg Anne, e kinnig KDSK un dibab levrioù diwar-benn ar mein, ar mein-hir, ar mougevioù, ar menezioù, …
- d'ar meurzh 17 a viz Genver, e KDSK (da 7 pe 8 eur noz, da gardanaat) : kejadenn lennegel gant Yann-Fulup Dupuy hag Olier Biguet. Daou levr da lenn : "Par-dibar" savet gant Yann-Fulup Dupuy ha "Dek morian bihan" savet gant Agatha Christie ha troet e brezhoneg gant Olier Biguet.
Evit kelaouiñ : degemer a ra Yezhoù ha Sevenadur ha KDSK, e savadur St-Ervlan, ur staj brezhoneg "6 miz" etre Here 2011 ha Meurzh 2012. Aozet eo ar staj-mañ gant Skol an Emsav.